Centre Culturel Breton de Saint-Malo

Darvoudoù - Evénements



D'an ugent a viz meurzh e oamp en em gavet en un ostaleri evit an eil gwech da evañ ur bannac'h en ur ober gant ar brezhoneg.
Ar wech kentañ e oamp eizh er « bistro des halles » e-kichen « drogerezh ar mor » hag ar wech diwezhañ unnek en ostaleri « le Cancalais ».

Aet e oa ar gaoz war filmoù, romantoù, beajoù, pezhioù-c'hoari...
Eus ar reverzhi vras oa bet kaoz ivez dre ma oa ar mor en e c'hourlenn.
Hag evel-just eus an heol kuzhet gant al loar ar pezh a c'hoarvez bep triwec'h vloaz.

Evit lavaret berr ha berr : plijadur da eskemm menoioù.
Un dudi e oa.

Ar wech all e vo e miz ebrel d'ur gwener da bemp eur hanter evel kustum.